Pajenn:Catechis, 1817.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
Treguer.


R. Salocroas, ne chom a-neze nemet ar speç epquen.

G. Petra eo ar speç a vara ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas a vara.

G. Petra eo ar speç a ouin ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas a ouin.

G. Petra eta eo communiàn ?

R. Receo Jesus -Christ er sacramant adorabl eus an Auter.

G. Aг veleyen pere a gommuni dindan an daou speç, hac y a receo muy evit an dud-all ?

R. Salocroas, Jesus-Christ so en antier dindan an eil speç hac e guile.

G. Nep a receo Corf on Salver, hac-èn a receo ive e Oat ?

R. Ya, rac e gorf so beo ha leun a oat.

G. Hac-èn so ive Corf on Salver er c’halei assambles gant e Oat ?

R. Ya, n’en deus separation ebet entre e gorf hac e oat.

G. Hac-èn so on Salver antier en un hosti bian ?

R. Ya, quen antier evel en un hosti bras.

G. Pa dor ar Belec an hosti sacr, hac-èn a dor ive Corf on Salver ?

R. Salocroas, ne dor nemet ar speç epquen.

G. Pa ve torret an hosti, pellec’h en em guef Jesus-Christ ?