Pajenn:Catechis, 1817.djvu/247

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
Catechis

caret da vezet da jamæs, o ma Jesus, o ma c’harantez, en env, hac er sacramant adorabl eus an Auter !



VIII. QUENTEL.

Voar ar Gommunion.

G. Petra so ret da brepari quent mont da Gommunian ?

R. Ret eo prepari ar c’horf hac an ine.

G. Pe sort preparation so ret evit ar c’horf ?

R. Ar c’horf a dle bezàn voar yun, propr, ha modest.

G. Pe sort preparation so ret evit an ine ?

R. Ur fe grên, ur gonscianç pur, hac ur garantez ardant.

G. Penaus e raffec’h-u un act a fe quent ar gommunion ?

R. Mên gred ferm ep doutanç ebet
E c’han da receo en effet,
Jesus guir den ha guir Doue
Er sacramant a garantez.

G. Petra ententet-u dre ur gonscianç pur ?

R. Ur gonscianç net a bec’het, marvel da vianàn.

G. Penaus netaat ar gonscianç ?

R. Dre ur govezion vat.

G. Ar re a gommuni en stat a bec’het marvel, hac y receo Jesus-Christ ?