Pajenn:Catechis, 1817.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
Treguer.

da hanter-noz diaguent. Na eller quemeret nep sort, memes ur veraden dour : ar re glanv a so exceptet, rac communiàn a reont en viatic goude bezàn debret hac evet. En oll Heurio e quever pedenno quent ha goude ar Gommunion. N’en deus netra quen precius dirac Doue ha quen profítabl evidomp evel ar Gommunion vad ; mæs n’en deus ive netra quen terrubl evel ar Gommunion indign. Dibri hac evàn a reer ar gondaonation. Bezàn abandonet gant Doue, dall a speret, calet a galon, douguet d’ar speret a schism, opposet d’ar mad ha d’ar virionez, an oll bec’hejo, alies ar c’hlênvet, ar maro subit, an defaut a binigen hac an daonation eternel eo an effejo eus ar Gommunion sacrilech. Meditet ha crenet.

Netra a vuyoc’h ageabl da Doue nac a brofitaploc’h evidomp evit communiàn alies gant an dispositiono requis. Doue a ordren ar Communion ; chetu amàn e c’hourc’hemen en Aviel hervez sant Yan. « Mæs Jesus a lavaras deze : En guirionez, en guirionez, ma ne debret quic map an den, ha ma ne evet e oad, n’o pezo quet ar vuez ennoc’h. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, en deus ar vuez eternel, ha mên en resuscito en fin ar bed. Rac ma c’horf a so veritablamant quic, ha ma goad a so veritablamant breuvaich. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, a chom ennòn ha mên a chom ennàn. Evel ma zòn digasset gant ma Zad peini a so beo, ha mên beo em Zad, evel-se ive an hini am debro a vevo dreizòn. Hemàn eo ar bara eus an env ; n’en deo quet evel ar mann eus a beini o tud o deus debret, ha couscoude e zint