Pajenn:Catechis, 1817.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
Catechis

maro ; an hini a debro ar bara-màn, a vevo eternellamant. » Chetu a-se an Aviel. Respetet ha profitet.



IX. QUENTEL.

Voar ar Sacramant a Nouen, Urz ha Priedeles.

G. PEtra eo ar sacramant a Nouen ?

R. Ur sacramant instituet evit ar soulageamant spirituel ha corporel eus an dud clanv.

G. Hac-èn so necesser an Nouen evit bezàn salvet ?

R. Salocroas, mæs dangerus eo mervel epsi.

G. Ar Sacramant-màn hac-èn ra noaz ebet d’ar chorf ?

R. Er c’hontræl rei a ra dezàn ar yec’het, a guef Doue a propos.

G. Hac-èn so permetet gortos an heur divezàn evit receo an Nouen ?

R. Salocroas, ret eo er receo, mar gueller, queit a m’on deus anaoudeguez vat.

G. Petra dle ar с hlanvour da ober enpad an Nouen ?

R. Ober acto a Gontrition.

G. Ha goude an Nouen ?

R. Ancoat treo ar bed màn, ha songeal er Barados.

G. Petra eo ar sacramant a Urz ?

R. Ur sacramant a ro pouvoar d’an