Pajenn:Catechis, 1817.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
Catechis


G. Ha n’en deus quet ur stat-all parfætoch evit ar briedelez ?

R. Ya, ar stat a virginite.

Ar Sacramant a Nouen.

An Nouen a so ur sacramant peini a ro d’an dud clanv an ners da suporti gant patiantet ar c’hlenvet, a effaç ar pec’hejo pere ne dint quet c’hoas pardonet, hac a ro deze ar yec’het mar deo a propos evit silvidiguez o c’hine.

Dre ar c’homso-se fontet voar institution an Nouen, eo certen penaus en deus J. C. instituet ar sacramant-màn. Un articl eo eus on fe. Ar Vadiziant hac ar Binigen a so sacramancho an dud varo, hanvet erguisse abalamour ma roont ar vuez d’an ine maro dre ar pec’het peini a effaçont. Theologianet a gred eo ar sacramant a Nouen sacramant ar re varo abalamour ma effaç ar rest eus ar pec’hejo. Jesus-Christ n’en deus quet instituet ar sacramant-màn evit effaci directamant ar pec’het ; ha ma ne eller quet covessaat quent evit en receo, e tleer en em excitàn d’ar gontrition ha goulen an absolven. Ar sacramant-màn a henver an onction divezàn, abalamour ma zeo ar sacramant divezàn a receo ar c’hristen. E Vatier eo an Oleo biniguet gant an Escop d’ar yaou Guemblit. Pep Belec deputet gant an Ilis a ell en administràn ; ar c’homso a lavar en ur frotàn ar squiencho naturel gant an Oleo, eo form ar sacramant. Avoalc’h eo bezàn dangerusamant clanv evit receo ar sacramant-màn. En repeti a eller, n’en deo quet necesser en receo evit bezàn Salvet ; mæs red ve bezàn ennemi d’e ine ha da Doue, evit negligeàn d’en receo. Ret eo en receo gant fe, er spe-