Pajenn:Catechis, 1817.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
Treguer.

ret a beden, a binigen, a c’hlac’har hac a resi gnation da volontez Doue : ar pez a discoe ne dleer quet gortos ar momet divezàn evit en receo, mæs en goulen, mar deo possubl, en queit a ma zomp en on anaoudeguez vad. Ar c’hlanvour a dle quent an Nouen, laquaat urz en e affero temporel, ma n’en deus-àn deja groet ; enpad an Nouen ober acto a gontrition voar an oll bec’hejo cometet dre ar squiencho naturel, ancouat treo ar bed-màn ha songeal en eternite. An asistantet prosternet d’an douar, a bedo evit an den clanv, en ur songeal serieusamant peguen neubeut e tleomp contàn voar ar vuez bresant hac ar mado perissabl eus ar bed-màn. Evurus ar c’hristen armet er momet divezàn a groas J. C. e Redampteur ha prest da vezàn e Varner. Ah ! peguen douç eo dezàn unissàn e boanio gant re on Salver, ho sanctifiàn dre ar guel eus ar grucifi da beini e poco gant carantez, ha mervel entre divrec’h J. C. ! An drouc-speret o velet ar sign adorabl eus on Redamption a deu d’en em retiràn evit lezel da jamæs ar c’hristen entre daouarn e Doue. Na eller receo ar sacramant-màn nemet dre Veleyen catholiq.

An Urz.

An Urz a so ur sacramant instituet gant J. C. dre beini an hini en receo a so consacret specialamant da Doue, hac a receo ar pouar hac ar c’hraç da exerci certen fonctiono sacr. Bezàn so seiz Urz : Porger, Lenner, Conjurer, Douguer golo, Soudiacr, Belec, Escop. An escopiach eo perfection ar veleguiach, hac a imprim ur c’haracter nevez. Ar fe a disq dimp penaus an Esquibien a so Superioret d’ar Veleyen. Non-obstant an Urzio differant-se, n’en deus nemet ur