Pajenn:Catechis, 1817.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
Catechis

sacramant a Urz en peini e participer muy pe neubetoc’h hervez an Urz a ecever. An Urz a sell principalamant ar gonsecration a gorf on Salver er sacrifiç adorabl eus an auter. Ar jurisdiction a goez directamant voar ar bobl fidel pere eo ar c’horf mystiq eus on Salver. Dre ar buissanç peini a apparchant ous an Ilis epquen, ha peini a ell da rei, o deus ar Bastoret ar gouir da gondui ar gristenien voar ar pez a sell o silvidiguez. Pa instituas J. C. ar Sacrifiç, e lavaras d’e Ebestel : Groet quement-màn en memoar din, hac èn o c’hordrenas Beleyen gant ar pouar da ordren re-all.Pa lavaras deze mont da brezeg an Aviel, e recevjont ar jurisdictions Evel-se n’en deus quet a bouar ma ne deu digant J. C., n’en deus quet a jurisdiction ma ne deu a beurs an Ilis dre heriterien an Ebestel. Er mæz an heritaich-se n’en deus na pouar na silvidiguez. Dleet eo ma fardoni mar repetàn quen lies ar virionez-màn ; na oufet quet e c’hompren-re. Ar Vadiziant, ar Confirmation hac an Urz a imprim en ine ur merq, ur c’haracter spirituel peini na ell quet bezàn effacet, nac ar sacramancho-se roet nemet ur veich. Piou benac a ve ordrenet Belec ep consantamant ha testeni e Escop legitim, na ell quet exerci e fonctiono. An Escop en defe ordrenet erguisse na ell quet enpad ur bloas exerci e fonctiono, ha quement-se evit ar gatholiquet. Guelet neuse petra eo ar re a so ordrenet a-enep oll lezenno an Ilis. C’hoas ur veich, ret eo succedi legitimamant da un heri ter eus an Ebestel ; a-nez e voar intru hac ep pouar ebet en Ilis Doue ; ha piou benac a heulie ur sort tud, en em separ hac a renonç d’e silvidiguez ha d’an Ilis.