Pajenn:Catechis, 1817.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
Catechis

reont nemet unan, ar priejo a dle bezàn erguísse. Jesus-Christ en deus carantez evit an Ilis, bac an Ilis a gaar J. C. ; santimancho ar priejo a dle bezàn hanval. Jesus-Christ a so unisset d’e Ilis ha n’e c’huitao jamæs ; evel-se netra na dle troubli union, fidelite, na separi ar priejo nemet ar maro epquen.

Evit receo sacramant ar Briedelez eo ret d’an den cavet pevarzec vloas achu, d’ar plac’h daouzec vloas ive achu. Bezàn so ampechamancho pere a rent nul ar Briedelez ; re-all pere a ampech d’en contracti. Ar re en rent nul, eo.

1. An erreur voar ar personaich. 2. Ar gondition, evel ma ve esclav an hini a gredomp libr. 3. Ar Vœuyo solem a chastete hac a religion. 4 Mar bezer querent bete ar bevare degre comprenet. 5. Bezàn alliet 1°. Dre ar briedelez, en hevelep fæçon na ell an den quemeret evit priet querent e vroecq, na homàn querent he friet bete ar bevare degre comprenet. 2°. An allianç peini a deu a grim, bete an eil degre ; en hevelep fæçon na ell ar pec’her pe bec’heres impur quemeret evit priet dindan an drede degre querent an hini gant peini en deus pec’het. 3°. An allianç spirituel peini so entre an hini en deus badezet, an hini badezet, e dad hac e Vam, ar paëron hac ar vaërones, en hevelep fæçon na ell bezàn eureud entre an hini en deus badezet hac ar buguel, e dad hac e vam, entre paëron ha maërones hac ar buguel evel tad ha mam ar buguel. 6. Ar c’hrim, da c’houzout eo, ar muntr hac an avoultriach ; mar deo possubl bezàn coupabl, en em instruet. 7. An differanç a religion ; ur c’hristen na ell quet eureugi ur payen. 8. Be-