Pajenn:Catechis, 1817.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
Catechis

graç ha sicour digant Doue ; question eo eus о repos er bed-màn, hac eus o silvidiguez memes.

Goude en em vezan preparet evel m’en dle pep guir gristen, quemeret evit model tad ha mam S. Yan Vadezour. Ar Scritur a lavar e voant o daou just dirac Doue, a beini e c’hobservent ar gourc’hemeno hac an oll urzio, ha ne voa netra da repren en o buez. Pliget gant Doue e ve gallet laret ar memes tra eus a guement a antre er briedelez.

HISTOAR.

Tobi dall, evel m’on deus-àn laret, paour, affliget, o credi e voa arru fin e vuez, a c’halvas e vap evit rei dezàn e avizio divezàn. Recommandi a ra dezàn caret ha respeti e vam non-obstant ma voa paour, cavet dougeanç Doue ep jamæs en offansi ; ober bepret an aluson hervez e c’hallout, bezàn humbl, ep ober james netra nemet dre avis un den fur, ha cavet en tout recours d’ar beden. Neuse e lavaras dezàn penaus pa voa en captivite, en defoa præstet dec talant da C’habelus, hac en defoa c’hoant e c’haje d’o c’hlasq. Tobi yaouanc a selaouas gant cals a respet oll avisio e dad. Ar pez en gene e voa ne anavee na Gabelus, nac ar guær a Ragès en peini e chome. E dad a lavaras dezàn clasq unan benac evit en condui. Sortial a ra : cavet a ra un den brao ha yaouanc prest da ober hent. Tobi ep en anaveout a c’houlennas digantàn e hano, e vro ; ha pa respontas dezàn e c’hanavee Gabelus, en pedas da dont da gavet e dad peini en pedas da gondui e vap hac en dige recompanç. Partiàn a eure. An eil deiz Tobi o voelc’hi e dreid voar vord an Tygr, a velas