ur pesq bras evel ur monstr, peini a deue evit en devori. Crial a ra d’e gonducteur, peini a lavaras dezàn crigui ennàn hac en tennàn voar ar sablen. Ar pesq a varvas querquent. Ar c’honducteur a lavaras da Dobi laquaat a goste ar galon, ar væstl hac avu ar pesq ; rostàn a regeont ar rest peini a servigeas deze enpad an hent. Un neubeut dezio d’ar goude ar c’honducteur a la varas da Dobi penaus e tosteent d’ar guær a Rages en Medii, hac e tlefoant mont da gousquet da dy e eont Raguel peini en defoa ur benneres hac a voa dleet dezàn evit priet. Tobi a grenas, raс gouzout a re penaus ar seiz priet e defoa bet ar plac’h-se, a voa bet mouguet en noz quentàn eus o c’heureud gant an diaoul. E gonducteur en assuras hac a lavaras dezàn penaus an diaoul n’en defoa bet pouar voar an dud-se nemet abalamour ma voant antreet brutalamant er briedelez. Laret a reas dezàn penaus e vige eureuget, ha petra en dige da ober. Antren a reont en ty Raguel peini pa glevas e voa map da Dobi, a scuillas daëlo a joa, hac a eure prepari ur banquet evitàn. Tobi a brotestas penaus ne azeje quet ous tol ma ne accordje quet dezàn e verc’h Sara evit priet. Raguel a changeas a liou, mæs ar c’honducteur a assuras penaus e voa evit Tobi en defoa reservet Doue ar feumelen-se. Digasset e voe Sara, eureuget e voent gant mil benediction. Antreet er gambr, Tobi en defoe sonch penaus en defoa laret dezàn e gonducteur dêvi avu ar pesq evit chasseal an diaoul, ha tremen an teir noz quentàn er beden ep commerç gant e briet. Pa voe laret en deiz voarlerc’h da Raguel penaus e voa beo Tobi, en em dransportas a joa, hac e eure stoufàn an
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/260
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
Treguer.