A ofran oll da c’hloar Doue
Dreizoc’h, Mari, mam a drue.
Examen a Gonscianç. MA Jesus, reid din sclerigen
Evit, ober ma examen,
Наc ur gontrition barfæt
A guement pec’het am eus gret.
En em arretomp aman da examina hon c’honscianç.
Act a Gontrition. MA Doue, mên so glac’haret
D’ho pezàn quement offanset,
Abalamour d’ho madelez,
D’ho Majeste, d’ho santelez.
Resolution. MEn a brotest d’en em viret
Gant graç Doue ous peb pec’het,
Specialamant ous ar re
Ma ôn muan custum deze.
|
Act a C’houlen. SEllet ouzîn o ma Jesus !
Ha reid dîn ur c’hraç precius ;
Ar c’hraç d’ho servigi fidel,
Ha d’ho caret bete mervel.
Peden d’ar Verc’hes. GUerc’hes ma Mam caranteus,
Ma recommandet da Jesus ;
Guerc’hes ma Mam ha ma Itron,
Mèn recommand dec’h ma c’halon.
Peden d’an Æl-mat. MA Æl mat, messager Doue,
Miret ma c’horf ha ma ine.
Ma miret ous an drouc speret,
Ha dreist pep tra ous ar pec’het.
Peden d’an oll-Sænt. MEn ho ped, Sænt ha Sænteset,
Da vezàn ma Avocadet ;
Obtenet dîn digant Jesus
Ur maro mat hac evurus.
|