Pajenn:Catechis, 1817.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Catechis



II. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Suit eus ar 1 Art. An Tad oll galloudec, etc.
Myster an Dreindet.

G. Perac e leret-u, Doue an Tad ?

R. Abalamour ar c’henta Pherson eus an Drindet a so hanvet Tad.

G. Perac ê-zân hanvet Tad ?

R. Abalamour m’en deus ur map egal dezàn.

G. Perac e leret-u, an Tad oll galloudec ?

R. Abalamour e c’hallout so infinit.

G. Pet person so en Doue ?

R. Tri, an Tad, ar Map hac ar Speret-Santel.

G. An Tad, hac-èn so Doue ?

R. Ya, an Tad so Doue.

G. Ar Map hac-èn so Doue ?

R. Ya, ar Map so Doue.

G. Ar Speret-Santel hac-èn so Doue ?

R. Ya, ar Speret-Santel so Doue.

G. Tri Doue int-y ?

R. Salocroas, ne dint o zri nemet ar memes Doue.

G. Perac an tri pherson divin ne dint nemet ar memes Doue ?

R. Abalamour n’o deus o zri nemet ar memes natur divin, pe ar memes divinite.