Pajenn:Catechis, 1817.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Catechis


G. Piou eta en deus o crouet ?

R. An autrou Doue ?

G. Petra o c’heus-u bet digant ho croüer ?

R. Ur c’horf mortel hac un ine immortel.

G. Petra signifi ur c’horf mortel, hac un ine immortel ?

R. Da laret eo ar c’horf a varvo, mæs an ine ne ell quet mervel, hac a bado biquen.

G. Evit petra oc’h-u croüet gant Doue ?

R. Evit e anaveout, e garet, hac e servigi er bed-màn, ha dre ze bezàn evurus gantàn er bet-all.

G. Penos e vezomp-nîn evurus gant Doue er bed-all ?

R. О velet Doue, ous e garet, hac o jouissàn eternelamant anezàn.

G. Laret a red en deus croüet Doue an Æle, petra eo an Ælez ?

R. Sperejo int, croüet gant Doue evit e c’hloar hac e servich.

G. Pet sort Ælez so ?

R. Daou sort, droug Ælez, hac Ælez mat.

G. Petra ra an droug Ælez pe an droug sperejo ?

R. Tourmanti ar re daonet en Ifern, ha tenti ar re veo voar an douar.

G. Petra ra an Ælez mat ?

R. Meuli Doue en Env, ha cavet sourci ac’hanomp.