Pajenn:Catechis, 1817.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
Treguer.


G. Piou eo an Æl particulier en deus sourci a bep hini ac’hanomp ?

R. An Æl Gardien.

G. Petra displich muyan dan Æl Gardien ?

R. Ar pec’het.

EXPLICATION.

An Dreindet santel en deus crouet ar bed. Doue en deus comset, eme ar Roue prophet, ha quement tra so, a so bet crouet. Chetu amàn evel, m’en lavar Moyses, quenta chabist eus ar Geness, ar fæçon ma crouas Doue an oll dreou :

En deiz quenta e crouas an env hac an douar, en hevelep fæçon ma voa an douar noas ha difform, ha goloet a devaligen : speret an Autrou Doue a voa douguet voar an dour. Doue a eure neuse ar sclærigen, hac en separas dious an devaligen.

En eil deiz Doue a grouas ar firmamant, hac a separas an dour eus an ær dious hini an douar.

En drede deiz Doue a separas an dour eus an douar, hac a eure d’an douar produi pep sort yeaut ha plant.

Er pevarvet deiz Doue a grouas an eaul, al loar, ar planedenno hac ar steret.

Er bempvet deiz Doue a formas al lapoucet hac ar pesquet.

Er c’huec’hvet deiz Doue a grouas an anevalet hac an amprefanet eus an douar, hac anfin an den hac ar vroec, evit commandi voar an anevalet, an evnet, ar pesquet hac an amprefanet.