Pajenn:Catechis, 1817.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Catechis


Ar seizvet deiz Doue a reposas, da lavaret eo, a cessas da groui.

Doue en deus ive crouet an Ælez, mæs n’en deo quet merquet expressamant en pe amser en deus he crouet ; mæs certen eo penaus ezint bet crouet. Ar Scritur sacr a lavar partout penaus an Ælez a so sperejo crouet gant Doue evit e c’hloar hac e servich. Ar bed a so crouet bezàn so voar-dro pemp mil eiz cant vloas. Ne ouzomp nac an nombr eus an Ælez, nac an amser-en peini e zint bet crouet gant Doue. Ar Scritur a lavar penaus e heus un nombr bras a Ælez. Ober a ra mantion a dri urz Ælez ; er c’henta emàn ar Seraphinet, ar cherubinet, an tronio ; en eil, an dominationo, ar principaliteo, ar puissanço ; en drede, ar vertuyo eus an evou, an Arc’hælez hac an Ælez.

Consideromp ar respet, an devotion a dleomp da gavet evit an Ælez ; bezàn e zint ar vinistret a justiç Doue. Int a vezo compagnonet Jesus-Christ deiz ar varn general : bezàn e zint ar gardianet, an difennerien eus ar bobl fidel. Certen eo, eme S. Ian Chrysostom, penaus pep christen en deus e Æl gardien ; memes credi a eller penaus pep rouantelez, pep provinç, pep quaer, pep Ilis o deus hoc’h Æl gardien particulier. An Ælez a doug hon pedenno bete an trôn a Zoue. Goelan a reont voar an disurs eus an dud. En em rejouissa a reont voar gonversion ar bec’herien. Pa zomp conduet gant an Ælez, querzomp en assuranç ; mæs lequeomp evez rac o offanci dre ar pec’het. Trugarequeomp Doue peini goude hon bezàn crouet en deus c’hoas crouet quement a dreo evit hon servich. Sevomp alies hon c’halon voarzu