R. Da laret eo e credan ive en J.C.
G. Perac e leret-u, e vap uniq ?
R. Abalamour n’en deus nemet J.C. a ve dre natur map da Zoue.
G. Perac e hanvet-u J.C. hon Autrou ?
R. Abalamour m’en deus hon c’hroüet hac hon prenet.
G. Petra eta eo Jesus-Christ ?
R. An eil Pherson an Dreindet, Map Doue incarnet.
G. Petra signifi en em incarni ?
R. Da laret eo, en em ober den.
G. Petra eta eo myster an Incarnation ?
R. Ur Myster eo en pehini an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.
G. Leret din c’hoas pet Person so en Dreindet ?
R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.
G. Pehini an tri pherson divin-se a so en em c’hroet den ?
R. An eil pherson, Doue ar Map.
G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?
R. Salocroas.
G. Ar Speret-Santel hac en so en em c’hroet den ?
R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.
G. Petra en deus-àn groet evit en em ober den ?