Pajenn:Catechis, 1817.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
Treguer.


R. Salocroas, n’en deo nemet e dad maguer.

G. Penos en deus gallet ar Verc’hes bezàn mam ha Guerc’hes assambles ?

R. Quement se a so ur miracl a buissanç Doue.

G. Pegouls e oe ganet hon Salver ?

R. Noz Nedelec da anter-noz.

G. Pellec’h e oe-èn ganet ?

R. Er guær a Vethleem en ur c’hraoüic dister.

G. Pe da deis e oe-àn circonciset hac e commanças scuill e oat evidomp ?

R. An deiz quenta ar blas, eis de goude ma oa ganet.

G. Pe hano a oë roet dezàn ?

R. An hano a Jesus, da laret eo Salver ?

G. Pe da deiz e oe-àn adoret gant ar Rouane ?

R. Deiz Goël ar Rouane, ar c’huec’hvet a vis Guenver.

G. Pe da deiz e oe-àn presantet en Templ ?

R. An eil deiz a vis c’hoevrer de Goël ar Chandelour.

G. Pellec’h e tremenas hon Salver an darn vuyàn e vue ?

R. Er guær a Nazareth.

G. Petra eure hon Salver eno en queit-se gant Sant Joseph hac ar Verc’hes ?

R. Obeissàn deze, ha prezec dre exempl о c’hortos prezec dre gomso.