Pajenn:Catechis, 1817.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
Treguer.

noncet. Querquent ar Verb divin en em incarnas evit chom guenemp voar an douar. Mari eta priet da S. Joseph a famill David, guerc’hes quent ha goude he guiliout, guerc’hes epad he buez, eo mam Doue hon Redampteur. Ganet e deus ur map peini so Doue, hac a beini ar c’horf a so formet a hini Mari.

Elizabeth quiniterv Mari a voa dougueres a. S. Yan badezour. Mari a ya da renta bisit dezi. Yan a drip en cof e vam, o santout ar bresanç eus an hini a doug Salver ar bed. An Impalaër August a ordren gout an nombr eus e dud ; Mari a barti gant e friet : arru eo e zermeén : guenel a ra ep hep sort poan, en ur c’hraouic dister er guær a Vethleem. Accomplissamant eus ar prophetio voar al lec’h hac ar baourentez a c’hinivelez ar Messias. Quement se a arruas en nos d’ar pempvet deiz voan-uguent a viz querzu. Er memes instant an Ælez a annonças d’ar vergerien pe pastoret an denvet, guinivelez hon Salver.

Ur stereden nevez en annonças en Oriant ; ar Rouanez pere a voa payanet a deu d’en adori er c’hraou. Eiz deiz goude ma voa ganet, Jesus a gommanças da scuil e voad evidomp ar circomcision, non-obstant na voa quet sujet d’al lezen. Chom a eure daou uguent deiz en Bethleem ; presantet e voe en templ, hac offret da Doue. Mari en em soumetas d’ar purification, petra benac na voa quet obliget. Herodes peini en devoa clevet gant ar Rouanez penaus e voa ganet ur Roue nevez, ho fedas da retorn, ha da lavaret dezàn pelec’h e voa, ma haje ive, emezàn, d’en adori. Un Æl a avertissas ar Rouanez a dreitouraich Herodes, ha retorn a resont dre