Pajenn:Catechis, 1817.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
Treguer.

5.
Evurus ar re gar ar justiç,
Ar vertu, hac a gaz ar viç ;
Contantet vezint en envo
Eus ar gloar hac ar joaïo.
6.
Evurus ar re so truezus
Ous an dud paour ha hirvoudus ;
Rac Doue en defo ive
Pep Sort compassion oute.
7.
Evurus eo ar gondition
Eus ar re so pur a galon ;
Rac jouissa raïnt hep fin
Dimeus ar visiou divin.
8.
Evurus ar re gant ho nessan
A vevo en peoc’h er bed-màn ;
Rac ar re-se, eme Doue,
A so a dra-sur e vugale.
9.
Evurus ar re so hep sujet
Gant an dud fall persecutet ;
En fin ho buez o defo
Lod er joa vras eus an envo.
10.
Chetu a-se guir squel an Eê,
Composet a eiz degre ;
Pignomp enni oll courajus,
Evit monet bete Jesus.