Pajenn:Catechis, 1817.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Catechis



VI. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
4. Art. En deus anduret dindan Ponç Pilat, a so bet crucifiet, maro, аc enterret.
Myster hon Redamption.

G. Hon Salver J.C. hac ên en deus soufret cals a boanio evidomp ?

R. Ya, ar re vrassàn hac en e ine, hac en e gorf.

G. Pessort poan à lare-àn a souffre en e Ine ?

R. Laret a re oa trist e Ine bete ar maro.

G. Pet poan principal a soufras-àn en e gorf ?

R. Pemp. 1. E c’huesas an dour hac ar goat. 2. E oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4. E toûgas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Evit petra en deus hon Salver soufret quement a boanio, hac ur maro quen cruel ?

R. Evit disque dimp e garante hac enormite ar pec’het.

G. Ha ne alje quet un den pe un Æl satisfia da Zoue, hac apesi e justiç ?

R. Salocroas, abalamour d’an offanç a ra ar pec’het da Zoue pehini so infinit.

G. Penos en deus gallet hon Salver mervel, hac èn Doue ?

R. N’en de maro nemet evel den, hac