trin hac e Ebestel. Jesus a respont penaus evit gout petra eo e doctrin, eo ret en goulen digant ar re en deus-àn clevet o prezeg. Na respontas netra voar sujet e Ebestel. Digasset e voe cals a fals testo ; mæs evel ne voant quet conform an eil d’eguile, ne servigent nemet evit discoen e voa faus ar pez a lerent. Jesus na levere netra. Goulen a rer digantàn hâc èn eo ar C’hrist. Respont a ra penaus e zeo ; Voar-se ne deus quen ezom a desto. Jesus a so condaonet d’ar maro. Setanç cruel ha barbar, setanç injust ! Mæs n’en deo quet avoalc’h quement-se. Pêr a nac’h Jesus ; ur laquæs a ro ur façat da Salver ar bed ; darn-all a graich en e visaich, hac a ra dezàn pep sort insult hac injur. O ma Doue ! Judas an traïtour en deus horreur eus e grim : retorn a ra ar bris a vap Doue, coeza a ra en disesper, mont a ra d’en em grouga. Jesus condaonet d’ar maro, a voe garotet ha casset da dy Pilat, gouverneur eus ar Judee evit ar Romanistet. Jesus a voe accuset a dri zra principalamant : da guenta, da droubli an nation dre e sermonio ; d’an eil, da ampech ma vise peet an tribut da Cæsar ; d’an drede, d’en em ober Roue. Pilat a hanaveas ractal an innoçanç a Jesus ha maliç ar re en accuse ; mæs evel m’o defoa lavaret en devoa prezeguet en Galilee, e cassas Jesus bete Herodes-Antipas, gouverneur a C’halilee, evit bezàn barnet gant ar Prinç-se. Herodes a voa en amser-se en Jerusalem ; ur joa vras en devoa, ha memes dont a eure da vezàn mignon da Bilat. Curius da velet ha da glevet Jesus, e c’houlennas digantàn cals a dreo ; mæs Jesus na respontas netra. Herodes gant tud e Balæs en devoa mepris evit
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/51
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Catechis