ma a reont dezàn ar Groas voar e diou scoa ; mæs re bonner eo ar bec’h : obligea a reont un estranjour, Simon, d’en sicour da douguen e groas voar ar Menez. Ur foul a dud hac a vroaguez a heulie Jesus ; ar groaguez a sculie daëlo ; Jesus a lavaras deze : groaguez a Jerusalem, n’en deo quet voar nòn-me e tleet scuil daëlo, mæs voar noc’h oc’h-unan ha voar ho pugale. Voar lerc’h Jesus e voa daou laër condaonet d’ar maro. Pa arruas Jesus voar menez calvar, e voe divisquet, e dillat a voe partaget en peder loden etre ar soudardet ; mæs e saë hep groui a voe tennet d’ar sord. Tachet e voe-Jesus er groas, hac ar groas a voe leset da goueza quen rust en toul, ma tiframas e oll vempro. Ar soudardet, ar veleyen, ar bobl en abime a outraich, a insult, a vlasphem ; unan eus an daou laër a re evelte ; mæs eguile en em gonvertissas, a c’houlennas hac a obtenas pardon digant Jesus. Ar Verc’hes a voa en e sav ous troad ar groas, oc’h offr da Zoue he sacrifiç gant hini e map divin.
Jesus a lavar d’e vam, en ur goms dezi eus a S. Yan, chetu ase ho map ; da Yan e lavar, chetu ase ho mam, en ur goms dezàn a Vari. Voar dro teir heur Jesus a ra ur glemaden vras, ha lavaret a ra en deus ur sec’het : presanti a rer dezàn ar væstl distrempet en guin aigr. Re-Commandi a ra e ine da Zoue, lavaret a ra eo achu tout, plega a ra e benn ha renta e ine. An douar a grên, ar beyo a digor, a stigneur eus an templ en em difram, an eaul a goll e sclærigen, ar veïn en em frail, an natur en antier a so touchet a varo hon Salver. Maro eo eta map Doue, mæs n’en deo maro nemet evel den,