Pajenn:Catechis, 1817.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
Treguer.

Doue na ell quet mervel ; mæs evel Doue en deus roet ur bris infinit d’e dourmarrcho. Ar Verb divin en ur ober den, n’en deus quet confondet an natur divin gant an natur humen, rac-se, non-obstant ma ve diou natur en Jesus-Christ, n’en deus couscoude nemet ur personaich. En compren a ellomp dre ar gomparaison eus hon c’horf hac hon ine, eus a bere an union ne ra nemet un den. Bezàn omp assambles corf hac ine. Jesus-Christ a so assambles Doue ha den. Evit ar pez a sel an natur humen Jesus-Christ en deus ur c’horf hac un ine eveldomp ; hac ar Verb divin en ur gueme ret ar c’horf hac an ine-se, en deus guisquet hon oll infirmiteo, exceptet ar pec’het, an ignoranç hac ar panchant d’an drouc.

Œuvro J. C. a so a dri sort. 1°. Ar re divin evel croui, conserv ha gouvern an oll dreo. 2°. Ar re humen, evel dibri, eva, guela, cousquet ha soufr poan. 3°. Anfin an obero all a Jesus-Christ a so lod divin ha lod humen ; rac bezàn e zint participant eus an natur divin hac an natur humen assambles. Evelse eo guir laret penaus Doue en deus soufret ar maro evidomp, penaus eo resuscitet ; penaus eo Doue map an den ; mæs n’en deus nemet an natur humen a guement en deus anduret poan en J. C. E ine a so bet separet dious e gorf, ha ze eo mervel. Dre e œuvro an den-Doue en deus antieramant satisifiet d’ar justiç divin evidomp ; mæs peguement benac ma ve maro evit an oll, an oll couscoude na brofitont quet eus e varo. An oll graço surnaturel so un effet hac ur gommunication a varo ha passion J. C. ; mæs ar graço se so inegal, parconsequant ne dint quet egalamant ac-