Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
Treguer.
VII. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
5. Art. So bet disquennet d’an Infernio, ha ressuscitet an drede deiz a varo da veo.
6. Art. A so pignet en Env, hac azeet en tu deo da Zoue an Tad oll galloudec.
Disquen hon Salver el Limbo, hac e Resurrection.
G. Pellec’h e tisquennas hon Salver goude e varo ?
R. Disquen a eure d’an Ifernio.
G. Petra signifi an Ifernio ?
R. Da laret eo el Limbo, el lec’h ma oa an Tado Santel.
G. Piou oa an Tado Santel-se ?
R. Ar re oa maro en stat a c’hraç quent donediguez hon Salver.
G. Evit petra e c’hès on Salver da gavet an Tado santel ?
R. Evit annonç dezo ho Redamption hac ho delivranç.
G. Pe da deiz e ressuscitas hon Salver ?
R. D’ar Sul Phasq dious ar mintin an drede deiz goude e varo.
G. Pegueit a chomas-àn voar an douar, goude e Resurrection ?
R. Daou-uguent deiz evit instrui e Ebestel.
G. Pe da deiz e pignas-àn en Env ?
R. D’ar Yaou Basq deiz Goël an Asçansion.