Pajenn:Catechis, 1817.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
Catechis


G. Penos e pignas-àn en Env ?

R. Pignal a eure corf hac ine dre e vertu e hunan.

G. Penos emàn hon Salver bremàn en Env ?

R. Azeet en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec.

G. Petra signifi ar c’homso-se, Azeet en tu deo da Doue an Tad oll-galloudec ?

R. Da laret eo J. C. evel Doue, a so quen puissant hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’hallout evit an oll grouadurien.

G. Evit petra eo pignet hon Salver en Env ?

R. Evit digueri dimp dor au Env, bezàn on avocat, ha digaç ar Speret-Santel.

Resurrection hon Salver.

D’ar guener da greis-deiz e voe staguet Jesus er groas. En deiz voar lerc’h par consequant e voa ar sadorn pe ar sabat, peini a gommance etoues ar Judevien d’ar guener da gus-eaul. An deiz-se a voa hac a so c’hoas un deiz solem evit ar Judevien, pere a c’houlennas hac a obtenas digant Pilat ar bermission da deri diar Jesus hac an daou laër a voa crucifiet gantàn, evit o hachui ma ne voant quet maro, evit ne viget quet obliget d’o lezel er groas deiz ar sabat. Teri a regeont ho diar d’an daou laër, mæs non pas re Jesus peini a voa maro aboue teir heur. Evel-se e voe accomplisset ar figuren hac ar bropheci : Ne derfer quet e esquern. Ur soudard evit gout hac èn voa maro, pe en achui ma ne voa quet,