Pajenn:Catechis, 1817.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Treguer.

e Ebestel ; instrui a eure aneze, formi e Ilis ha sevel en env ar yaou peini a hanvomp Goël an Ascension.

An daou-uguent-vet deiz goude e resurrection, Jesus en em discoeas d’e Ebestel pere a voe assambles er guær a Jerusalem. Lavaret a eure deze penaus en devoa an oll pouvoar en env ha voar an douar ; ordren a eure deze mont dre ar bed evit instrui ha badezi an oll nationo en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Prometi a ra deze an donæson eus ar miraclo quen evite, quen evit ar re a gretse en ho c’homso. Assuri a ra aneze eus e assistanç bete fin ar bed. Digueri a eure o ententamant evit ober deze compren ar Scritur. Prometi a ra deze ar Speret-Santel, commandi a ra deze chom en Jerusalem quen n’o defo-àn recevet. Condui a ra aneze da Vethani, tost da Jerusalem, pignal a ra voar menez Olivet, rei a ra deze e venediction, sevel a ra eus an douar hac antren en ur ouabren, peini en c’houaich ous o daoulagat. Daou Æl, evel daou den guisquet en guen, en em bresant d’an Ebestel hac a lavar deze penaus Jesus peini o defoa guelet o sevel en env, a disquenge c’hoas voar an douar en ur memes fæçon. Chetu ase an triomph eus an natur humen placet en J. C. voar an trôn eus e Dad eternel. Jesus so en env corf hac ine ; bezàn eo hon Redamptor, hon avocat, hon belec, hon pontif, hon victim, hon templ, hon auter, hon tad, hon chef, hon breur, hon sclærigen, hon mæstr, hon doctor, hon prophet, hon abostol, an Æl eus an Testamant nevez, an hent dre beini e tleomp querset, an oôr dre beini e tleomp an-