Pajenn:Catechis, 1817.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
Treguer.

queomp Jesus eus ar maro cruel en deus soufret evidomp ; rentomp dezàn carantez evit carantez ; bezomp horreur evit ar pec’het peini a so bet caus d’e varo ; unissomp hon poanio gant e re ; dougomp croas J.C. ; en em rejouissomp eus e resurrection, ha huanadomp alies etrese ar barados. Amen.



VIII. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Ar Varn general, hac ar Speret-Santel.

7 Art. Ac’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.

8 Art. Mên gred er Speret-Santel.

G. Hac èn a retorno c’hoas visiblamant hon Salver voar an douar ?

R. Ya, deiz ar Varn general.

G. Pegouls e c’haruo deiz ar Varn ?

R. Ne ouzer nac ar c’houls паc an amser.

G. Petra raï hon Salver dimp-nîn deiz ar Varn ?

R. Ober dimp renti cont deus hon drouc hac hon mat.

G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud santel ?

R. Deut, tud biniguet, da bossedi ar Rouantelez preparet dec’h a boue commançamant ar bed.

G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud fall ?

R. Iit pell diouzin, tud milliguet, da