Pajenn:Catechis, 1817.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Catechis

dan an Ifern gant an diaoulo ho consortet.

G. Laret a red e credet er Speret-Santel, petra eo ar Speret-Santel ?

R. An trede Pherson eus an Dreindet, guir Doue evel an Tad hac ar Map.

G. Pe da deiz e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?

R. Dissul ar Pantecost.

G. Pe en form e tisquennas-àn ?

R. En form a deodo tan.

Ar Varn general.

An Ælez en em discoeas d’an Ebestel en Ascension J. C., a lavaras deze penaus e tlefoa retorn voar an douar evel m’o defoa-an guelet o sevel en env. An donediguez-se eus hon Salver a arruo en fin ar bed. Doue epquen a voar an termen-se. Mæs certen eo penaus e perisso ar bed. Ar merquo eus ar fin diveza, hervez ar Scritur, e vezo, 1°. Ar bresel, ar vocen, ar guernez casi general, ar c’hrena douar, ar chanchamant eus ar saisonio hac eus an treo crouet. 2°. Neubed a fe hac a garantez etoues ar bobl ; an Aviel prezeguet dre ar bed oll, an arru hac ar bersecutiorn eus an Antechrist, an arru a Eli hac Enoch voar an douar, ha conversion ar Judevien. Ar memes Scritur santel a lavar dimp penaus an Antechrist a vezo un den puissant ha mechant, opposet da Doue ha surtout da J. C. Falveout a raï dezàn tremen ba bezàn adoret evit Doue. Ober a raï persecuti an Ilis en ur fæçon cruel ha terribl ; cals a gristetenien en em lezo da vezàn corrompet. An Antechrist a raï fals miraclo, hac a distrujo ar sacrifiç eus an Auter par-tout didan e domination.