Pajenn:Catechis, 1817.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Treguer.

Ar bersecution se ne bado nemet voar dro tri bloas banter. J. C. en distrujo dre ur c’huezaden ha dre an eclat eus e oll c’hallout Er memes liser eus a S. Paul d’ar bobl a Dhessaloni, eo lavaret penaus quent evit ma c’harruo an Antecbrist, e vezo ur revolt vras en Ilis J. C. Cals a deuo da apostasia pe da renonç d’ar fe !…

Ar guer a Antechrist a eller da entent en diou fæçon. Da guenta, en general : evel-se e henver, memes er Scritur sacr, Antechrist an heretiquet, ar schismatiquet, ar bed memes bepret opposet da Doue ; er sans-se an Antechrist a so arru. D’an eil, e signifi an impi a beini hon deus comset : er sans-se an Antechrist n’en deo quet arru.

An daou brophet Enoch hac Eli, savet gant Doue eus an douar, ha reservet evit combati an Antechrist, a souteno a enep ar bersecution ar Judevien hac ar Bayanet. Ar Judevien en em gonvertisso, an daou brophet a vezo lequeet d’ar maro dre an Antechrist, peini a vezo confondet gant J. C. e unan, evel m’on deus-àn laret. Ractal a vezo ar jugeamant, ractal an oll a resuscito evit bezàn barnet ; dre se e comsomp amàn eus ar resurrection general, peguement benac ne ve comset anezi nemet en decvet quentel, unnecvet articl eus ar Gredo

Resurrection ar C’horfo.

An Ælez dre urz Doue a sono an drompill par-tout, en ur lavaret : Sevet, tud varo, deut d’ar jugeamant. Voar ar voez se an oll a resuscito en ur serr-lagat. An articl-se eus hon fe a so bet prouvet gant J. C. memes a enep ar Saduceanet, pere a nac’he resurrection ar c’horfo. Hon mæstr divin, e Ebestel, ar prophetet, ar