Pajenn:Catechis, 1817.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
Treguer.

varet eo, an dud just hac ar bec’herien. En dro dezàn e vezo azeet an oll ineo evurus, pere a varno gantàn an drouc sperejo hac an dud impi. Rac peguement benac ma ve barnet pep den goude e varo, J. C. a raï ur varn public ha general en fin ar bed, evit rei da anaveout publicamant e gomportamant, e brovidanç a enep pehini an dud impi o defo quement blasphemet ; evit separi publicamant an dud just hac ar bec’herien ; evit punissa pe recompansi en o c’horf quen couls hac en o ine ; an Ælez a separo ar re choaset dious ar re reprouvet. An dud santel a vezo en tu deo, an dud fell en tu cleiz. J. C. a lavaro d’an dud santel : Deut, tud biniguet, da bossedi ar rouantelez preparet dac’h a boue commançamant ar bed. Bet am eus naon, hac oc’h eus roet din da dibri ; bet am eus sec’het, hac oc’h eus roet din di eva, etc. Lavaret a raï d’an dud fall : Iit pell diouzin, tud miliguet, da dân an ifern gant an diaoulo ho consortet ; naon am eus bet, ha n’oc’h eus quet roet din da dibri ; sec’het am eus bet, ha n’oc’h eus quet roet din da eva, etc. Neuse ar re daonet a vezo precipitet en ifern corf hac ine, evit soufr ar poanio eternel ; ar re just a vezo conduet d’ar barados evit jouissa gant J. C. ; ar sænt hac an Ælez eus ar vuez eternel.

Eus ar Speret Santel.

Ar Speret-Santel eo an drede person eus an Dreindet. Ar greden er Speret-Santel eo ar sujet eus an eisvet articl eus ar Gredo. Ar fe er Speret-Santel a so quen necesser evel an hini en Tad hac er Map ; n’en deo nemet un Doue gant an Tad hac ar Map, hac egal eo deze en pep tra tout. S. Pêr goude bezàn rebechet da