Pajenn:Catechis, 1817.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
Treguer.

dre o successoret, An Ebestel anflamet ar Speret-Santel, a brezegue an Aviel d’ar Judevien, goude d’an oll nationo, o sina dre ho goad an doctrin a brezeguent.

Ar Scritur sacr a ro lies hano d’ar Speret-Santel. Hanvet eo speret, furnez, comprenæson ; speret a gonsolation, avocat, speret a beden, speret principal, speret a garantez, a charite, speret a ro ar vuez, donæson. An donæsono principala eus ar Speret-Santel eo,

1°. Ar furnez, peini on distag dious an douar hac a ra dimp caret ar pez a sel Doue.

2°. Ar gomprenæson, peini a ra dimp entent ha compren ar mysterio, ar virioneo eus hon religion.

3°. An ali, peini a ra dimp choas ar pez a ra muia gloar Doue hac on silvidiguez.

4°. An ners, peini a ra dimp surmonti gant couraich ar pez en em oppos d’on silvidiguez.

5°. Ar squient, peini a ra dimp anaveout an hent hac evita an danger evit ober hon silvidiguez.

6°. An devotion, peini a ra dimp ober gant plijadur ha facilamant ar pez a sel servich Doue.

7°. Anfin dougeanç Doue, peini a ro dimp evit Doue ur garantez leun a dougeanç, hac a ra dimp cavet aon rac en offanci.

Songeomp alies er varn hac er gont or bezo da renta da Zoue. Pedomp ha goulennomp donæsono ar Speret-Santel, ha diouallomp rac en contrista dre ar pec’het.