Pajenn:Catechis, 1817.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
Catechis

e tle pad, ar personajo a bere e zeo composet, ar pez en em bropos, e doctrin, e fe, an necessite da vezàn unan, ar schismo, an heresio, ar revelation, ar brovidanç a so quen lies a breuven eo ret cavet ur buissanç visibl en Ilis J. C. Maes ar buissanç spirituel-se ne apparchant quet ous ar bobl, ous ar chefo eo, da lavaret eo, ous an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap. Deze ep quen en deus laret J. C. en personaich an Ebestel : « Iit, enseignet an nationo, badezet aneze en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Disquet deze observi ar pes am eus ordrenet ; ha bezet sur penaus e vezin guenac’h bete fin ar bed. »

En Ilis, evel par-tout, an oll n’o deus quet ar memes fonctiono. Darn so evit enseigni, comandi, gouvern ; darn-all evit seleo, profita, obeissa. An Escop, eme S. Ambroas, a doug ar berfection eus ar Veleguiaich. Mar ro lod eus e bouvoar da Vinistret inferieur, e conserv bepret ar superiorite. Hep e gonsantamant na dleer ober netra en Ilis evel J. C. peini ne re netra hep urs e Dad. An Escop eo imaich Doue, princ ar Veleyen. Piou benac en seleo, a seleo J. C., ha piou benac en mepris, a vepris J. C. Groet attantion, me ho ped, d’ar c’homso se eus an Aviel. J. C. en deus roet d’e Ilis ar buissanç en devoa e unan ; digantàn e receo tout, en e hano e ra tout : na ell quet enseigni an erreur, rac na ell quet en em drompla.

An Ilis na ell quet en em drompla.

Jesus pa roas e buissanç d’an Ilis, a roas c’hoas d’e briet e furnez hac e sclærigen. Goude bezàn laret d’e Ebestel penaus o c’hasse evel ma voa digasset gant e Dad, e c’huezas visibla-