Pajenn:Catechis, 1817.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
Treguer.

mant voar neze evit rei deze e speret hac o etablissa e ambassadourien dre ar bed. Ilis Doue, eme S. Paul, eo ar pillier hac ar sourcen eus ar virionez. Doue hon oblich da disqui pe da receo ar fe digant e Ilis, evit na vezomp quet, eme ar memes abostol, o flageal evel bugale, hac o trei gant pep sort avel a doctrin an dud, a bere ar valiç hac an artifiço o deus c’hoant d’on angagi en erreur. Jesus a so bepret gant e Ilis ; jamæs n’e c’habandono, e c’her a so avoalc’h evit pep den raisonabl, hac ar promesseo solemnel a eure on Salver d’an Ebestei d’o asistàn ha d’o diouall eus an erreur, a so groet d’o heriterien quen couls ha deze ; rac Ilis J. C. a bado bete fin ar bed, hac an Ebestel a voa mortel eveldom ; parconsequant ar promesseo a sel an oll Esquibien heriterien d’an Ebestel. Doue a so parfet en tout, hac an den Doue a vize manquet e Ilis, ma n’en dize-hi quet goarantet a erreur epad an oll amser. Ur c’hristen catholic n’en deus quet a ezom a studi evit en em assuri penaus an ilis na ell quet en em drompia en e doctrin ; n’en deus nemet ræoni er guis màn : Doue en deus digasset J. C. hac an Ebestel ; ar bed oll a rent testenl voar ar poent-se. An Ebestel o deus en amser casset pastoret, hac er guis-se on fastoret o deus heritet d’an Ebestel : ze so sclær. Par consequant Doue a fell dezàn ma instrui dre heriterien an Ebestel, evel m’en deus instruet ar c’henta pobl fidel dre an Ebestel o unan. Mæs ne allàn quet bezàn instruet hep risq da vezàn tromplet, mar refus Doue d’am fastoret heriterien d’an Ebestel, an asistanç a accorde d’an Ebestel memes. Par consequant Doue a gontinu deze ar memes