Pajenn:Catechis, 1817.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
Catechis

bras a ineo. Digueromp al levro sacr : lenn a reomp d’abord penaus ne voa er Judee nemet un templ, un auter, figuren sansibl eus un Ilis, ur veleguiach, ur sacrifiç epquen en religion J. C. Ar sacrifiç a ve offret dezàn er maez eus an Ilis catholic hac a gommunion ar sænt, a so un offanç groet d’e Vajeste. Er memes Scritur sacr e lennomp gant horreur ar schism eus a Samari, pronostic eus ar schismo pere a dlefoa en amser separi cals a gristenien dious Ilis J. C., e maez a beini n’en deus quet a silvidiguez. En repeti a ràn : ar rebellion, an disobeissanç d’ar bastoret legitim a rent schismatic. Piou benac n’en deo quet soumis d’ar pastor roet dezàn gant an Ilis catholic, ar pastor se soumis d’e Escop, ha hemàn d’ar pap chef eus an Ilis universel, n’en d’eo quen membr a Ilis J. C.; separet eo, schismatic eo. En effet, (soufret ar repetition-mân) an Ilis eo ar bobl christen unisset assambles dre ar memes fe hac ar memes Sacramancho, ha gouvernet gant ar pab ha gant an Esquibien. A c’hane eo facil compren penaus.

1°. Ar Judevien hac ar Bayanet ne dint quet eus a llis J. C., rac ne dint quet christenien pe badezet.

2°. An heretiquet, ar schismatiquet, ar re o deus renoncet d’o religion ne dint quet mempro eus a Ilis un Doue, rac n’o deus quet ar memes fe, rac ne dint quet gouvernet gant ar pap hac an Esquibien legitim.

3°. An dud excumunuguet ne dint quet eus an Ilis, rac ne dint quet eus a gommunion ar sænt a beini e zint retranchet.

N’en deus cas piou na petra a bretantfac’h