Pajenn:Catechis, 1817.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
Catechis

discoe-àn quet sclaer penaus eo digant J. C. e receo e bouario. Jesus en choasas, en cassas da Anani evit bezan instruet ha badezet ; goude e voe ordrenet dre an Ebestel-all pere en cassas gant sant Barnabe evit exerci ar fonctiono eus an abostalaich. » Ar schismatiquet Donatistet a gassas da Rom un Escop eus o fæçon, non pas evit laret e voant en communion gant ar pap, ar maïl quenta eus ar chaden a union, mæs evit bezàn approuvet, ha dre enno trompla ar bobl. Sant Optât, Escop a Vilevf, a goms er guis-màn ous ar schismatiquet rebutet en Rom. « Perac, eme ar sant, n’h-eus-u quet cavet un Escop evidoc’h en Rom ? Casset oc’h-eus Victor ? Bet eo enno ur buguel ep tad, ur soudard nevez ep cabiten ; un discipl ep mæstr, heritier ep heritaich, rac ne voa quet maro an hini da beini e pretante bezàn heritier. »

C’hui, ma breudeur, pere gueich-all a brofesse ar memes creden eveldomp, discoet dimp ho titro, oc’h ordination catholic ha hervez lezenno an Ilis. Prouvet dimp penaus ezoc’h placet gant an Ilis dre successoret an Ebestel, ha penaus e ma en Rom scrivet ho c’hanoïo en daulen eus a successoret an Ebestel. Discoet dimp eta cador an Escop da beini oc’h-eus heritet. Allas ! a belec’h ezoc’h-u ? Respontet. Bezàn ezoc’h sur bugale ep tad, successoret ep predecessoret. O ma Doue, bezet truez ous quement a ineo a ia da goll ! Er momet ma voar separet dious an Ilis, ne voar quen e bugale ; penaus a eller bezàn e ministret ep ar galite-se ? Ne doc’h quet epquen schismatiquet, mæs c’hoas heretiquet voar gals a boencho a fe.

1°. Un articl eo eus ar fe penaus sant Pêr a so bet etablisset gant J. C. chef eus e Ilis : ar pap