Pajenn:Catechis, 1817.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
Treguer.

trahisset ; N’en deo quen ministr eus an Ilis ; dezàn ha da guement den en em avis da bedi gantàn e lavar ar prophet : Teulen a rin en o faç ar poultr hac ar viltanç eus o solemniteo. Projiciam in faciem vestram stercus solemnitatum vestrarum. O ma Jesus, ô ma Doue, reït sclærigen d’o crouadurien, hac ar c’hraç da gompren ha da bratica ho lezen !

Communion ar Sænt.

Communion ar sænt eo ar gommunaute a vado spirituel commun entre ar re eus at gristenien a so mempro d’an Ilis, en vertu a beini o deus ar gouir da gavet lod en oll mado spirituel an Ilis, rac ar goulenno a rer da Doue, a so groet en hano an oll. Hanvet eo communion ar sænt ; rac an oll vempro eus ar societe-se a so sænt pe destinet d’ar santeles ; bezàn o deus ar memes fe, ar memes sacramancho pere a uniss aneze gant J. C. Bezàn o deus ar memes pastoret, ur memes religion evel ar sænt pa veont voar an douar ; anfin dre vertu ar gommunion e heus ur c’hommerç santel entre mempro an Ilis voar an douar, en env, er purgatoar. Pedi a reomp ar sænt, hac ar sænt on sicour ; soulagi a reomp an ineo eus ar purgatoar dre on œuvro mad, on pedenno hac ar sacrifiç adorabl eus an auter. Etreomp voar an douar on deus lod en œuvro mad, er graço, er sacrifiç, er sacramancho, er fe eus on mam santel an Ilis. Ar pec’her paour, mar chom fidel er fe ha mempr eus an Ilis, ne deo quet privet eus e lod en communion ar sænt ; pedenno an ineo mad a obten e c’hraç hac e bardon. Ar Judevien, ar Bayanet, an heretiquet, ar schismatiquet ha quement o deus re-