Pajenn:Catechis, 1817.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
Treguer.

voe guelet er prison. Recared breur ar sant, en em gouvertissas gant ar bobl e dad malhurus en defoe queuz ha disesper eus e action barbar ; anaveout a eure ar virionez, mæs an aon rac coll e drôn a ampechas e gonversion



X. QUENTEL.
Voar ar Gredo.

10. Art. Remission ar pec’hejo.
11. Art. Resurrection ar c’horfo.
12. Art. Ar vuez eternel.

G. PEtra signifi Remission ar pec’hejo ?

R. Ar buissanç en deus an Ilis digant J. C. da effaci ar pec’hejo.

G. Hac èn so pec’het impardonabl ebet ?

R. Salocroas, n’en deus hini.

G. Petra signifi Resurrection ar c’horfo.

R. Ar resurrection general a aruo en fin ar bed.

G. Petra signifi ar vuez eternel ?

R. Ur vuez all hac a bado biquen.

G. Hac èn-so necesser evit bezàn salvet credi an oll articlo eus ar Gredo ?

R. Ya, ha refus da gredi unan epquen a so aoalc’h evit coll ar fe, ha bezan daonet.

G. Ha nîn so obliget da gredi un dra bennac ouspen ar pes so er Gredo ?

R. Ya, quement a bropos dimp da gredi hon mam santel an Ilis.

G. Gret un act a fe voar an oll articlo eus ar fe generalamant.