Pajenn:Catechis, 1817.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
Treguer.

momet terrubl eus ar maro. Ur c’hristen privet a Velec a dle da viana en em adressi a galon vad da J. C. Belec souveren, ha mervel er fe.

Eus ar Vuez eternel.

Ar vuez eternel a so ur vuez-all hac a bado biquen ; hon ine eta a so immortel. Dre ar vuez eternel e c’hententer ive ar bonheur eternel eus ar Sænt en env. Ar Scritur Sacr en hanv ar regn a Doue hac a J. C. ; rouantelez an env, euret an noan, ar banquet a euret, joa an Autro, un deluch a gontantamant hac a blijadur. An oll a vezo evurus dre ar jouissanç a Doue ; mæs an eil a jouisso a nezàn parfetoc’h evit eguile : en se ema àn differanç eus ho evurusdet. An oll a resuscito, mæs an oll na jouissont quet eus ar vuez eternel ; rac allas ! bezàn so ive ur malheur eternel. Dre ur vuez reglet mad e c’haruer da gavet ur maro mad, hac ar maro mad a gondu d’ar vuez eternel.

Ar Scritur Sacr.

Ar Scritur Sacr eo comso Doue scrivet er Bibl, hac a gompren a levro eus an testamant ancien pe al lezen ancien, hac ar re eus an testamant nevez pe lezen J. C. Tout int inspiret gant ar Speret Santel. En testamant ancien a so pevar sort levro : re ar lezen, re an histoar, re var veulodi pe ar gomportamant, ha re ar prophetet. Al levro eus an testamant nevez a so an Aviel scrivet dre bevar Avieller, sant Vaze, sant Marc, sant Luc ha sant Yan. Acto an Ebestel, scrivet gant sant Luc ; Lizero an Ebestel, da c’houzout eo, pevarzec eus a sant Paul : unan d’ar bobl a Rom, diou d’ar bobl a Gorinth, unan d’ar Galatet, unan d’an Ephesianet, unan d’ar Philippinet, diou d’ar bobl ar thessaloni, unan