d’ar Colossianet, diou d’e discipl Timothee, unan da Tite, unan da Philemon, hac unan d’an Hebreanet. Bezàn so ouspen seiz lizer eus an Ebestel, pere a henver catholiq, abalamour ne dint quet evel re sant Paul, adresset da Iliso particulier. Chetu-int-y amàn : Unan eus a sant Jacques, diou eus a sant Pêr, teir eus a sant Yan, unan eus a sant Jud ; hac anfin an Apocalips pe ar revelation eus a sant Yan.
Bezàn so cals a gristenien pere dre ignoranç ne ellont quet profita eus ar Scritur Sacr ; mæs bezàn so ive c’hoas cals pere dre ourgouil hac antêtamant a ve noasus evite lenn ar Scritur Sacr. Chanch a reont er guisse, eme sant Augustin, en poezon, ar remed eus ho c’hlevejo spirituel.
An Ilis a so carguet gant J. C. da gonservi e gomzo divin, ha d’o explica d’e bugale pere a dle ho lenn gant cals a respet, gant humilite hac obeissanç, profita eus ar pez a gomprenont, cridi ha respeti ar pez ne gomprenont quet, hac en em soumeti en tout da jugeamant an Ilis.
Comzo Doue pere ne dint quet scrivet er levro sacr, mæs pere a so bet communiquet a c’heno gant J. C. ha conservet gant an Ebestel pere a c’heno da c’heno o deusse disquet dimp, eo ar pez a henver tradition. An Ebestel, instruet gant Jesus, o deus instruet an Esquibien o heriterien, hac ar re-màn a re da re o deus ordrenet hac instruet re-all. Erguisse en em gonserv ep chanchamant comso Doue ; rac an Ilis a so asistet gant ar Speret-Santel peini n’e c’habandono jamæs ha ne bermeto jamæs e alfe en em drompla voar ar fe ha comporta-