ticulier bete ne vent reformet dre un autorite superieur ; rac peguement benac e alfe un Escop particulier ha catholiq en em drompla, eo bepret barner voar ar pez a sel ar fe, ar gomportamant hac ar gouvernamant spirituel, evel heritier d’an Ebestel ha prinç eus an Ilis.
.
An hano a Dado santel a rer d’an doctoret ha personageo santel eus a bere al levro, an obero, an doctrin o deus rentet lustr d’an Ilis ha d’ar religion. En o levro principala e quever an dratition hac ar maximo eus ar vuez gristen. Hanvet int Tado abalamour m’o deus roet dimp ar vuez spirituel en J. C. An Ilis grec a fournis pevar doctor d’an llis universel : sant Athanas, sant Basil, sant Gregoar a Nazianç ha sant Yan Chrysostom ; an Ilis latin a fournis sant Ambroas, sant Augustin, sant Jerom, sant Gregoar, Pap, etc.
EIL INSTRUCTION.
Voar ar Pes a dleomp da c’houlen.
I. QUENTEL.
An Oræson Mantal.
G. PEtra dleomp-nîn da c’houlen ?
R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.
G. Petra eo ar beden ?
R. Un аntretien gant Doue evit e henori, ha goulen digantàn ar pes on eus ezom.