Pajenn:Catechis, 1817.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
Catechis


R. Abalamour neubeut a dud a sant ho phaourante spirituel.

Eus ar Beden.

Ar beden a so un antretien eus ar c’hrouadur gant e Grouer, ur sao eus an ine bete Doue evit en meuli, e adori, e drugarecat, goulen e c’hraço en ur offr dezàn on phersonaich, on mado, on obero, on foanio ; en ur exposi dezàn on ezomo, evit obteni e c’hraço. Pemp sort peden so : adori, meuli, trugarecat, goulen hac offr ; ar pez a eller da ober a c’heno hac a galon assambles, pe a galon epquen, en public pe en particulier. Ar sacrifiç adorabl eus an Oferen a gompren assambles ar pemp sort peden.

Ret eo pedi, eme on Salver, ha pedi continuellamant. Ar beden, eme sant Augustin, eo an desir eus on c’halon. Mar deo bepret occupet on c’halon a Zoue, e c’haccomplissomp ar gourc’hemen eus ar beden continuel ordrenet gant on Salver, peini en deus pedet e-unan ; rac ar beden a occupe ur loden eus e vuez : alies e pede noz deiz. Hon ezomo a disq dimp peguen necesser eo pedi ; na ellomp netra ep graç Doue, na ellomp cavet graç, nemet dre ar beden. Quement o deus an usaich a ræson a so obliget da labourat evit en em sauvetaat ; na eller en ober a-nez ar beden. Doue eo on mæstr souveren ; ordren a ra pedi, ret eo obeissàn pe vezàn punisset.

Hon oll bedenno a dle bezàn adresset da Zoue. Pedi a dleomp dreïzàn ar Verc’hes, ar sænt, an Ælez, evel e vignonet, hac abalamour ma c’hellont on sicour dre ho intercession. Pedi a dleomp evidomp hon-unan hac ive evit on nessa, on ennemiet, ha quemem a so en