Pajenn:Catechis, 1817.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
Treguer.

devaligen eus an erreur, an heretiquet, ar schismatiqüet. Mæs na ellomp en em recomandi nemet da bedenno ar gatholiquet. Da bedenno an dud just eo accordet conversion ar bec’herien ; mas evit gouir an oll n’en em gonvertissont quet : Doue na receo quet ordinal ar pedenno a ve adresset dezàn evit o c’honversion. Anfin Pedomp evit ar re varo hervez ar fe hac ar religion. Dre ar beden e c’hapæsomp coler Doue, hac e recevomp pardon evidomp hac evit ar re-all, evel ma zeo merquet er ch. 32 eus ar Geness. Mæs evit pedi gant froez ha meritout ar gloar eternel, eo ret pedi en stad a c’hraç; ha mar on deus bet ar malheur da goll graç Doue dre ar pec’het, eo ret ober acto a gontrition hac en em sevel er c’henta possubl eus ar stad malhurus-se. Mar domp en erreur evel an heretiquet, ar schismatiquet, memes ar bayanet, ar beden so util ; ha mar pedomp dre ur speret hac ur galon sincer, e zom sur da receo ar sclærigen ha da retorn da Zoue. Mæs bezàn so malhurusamant cals a dud pere a bed inutilamant, hac a bere ar pedenno pel dious appæsi coler Doue, na reont nemet en fachi davantaich. Evel ma zeo pedenno ar re a gontinu en erreur non obstant ma hanaveont ar virionez ; o feden n’en deo nemet goapæson, hipocrisi ; rac ober goap a Doue eo goulen digantàn pardon eus ar pec’hejo ne c’houlenner quet da guitaat. Evit pedi evel ma’zeo dleet, eo ret,

1°. Pedi en hano J. C. ; h’en deus hano ebet dindan an env roet d’an dud, dre beini e alfent en em sauvetaat nemet dre hini J. C. hac en union gantàn.

2°. Ret eo pedi en speret bac en guirionez, a