vare goulen, reid dimp hirie hon bara pemdiec ?
R. Goulen a reomp digant Doue ar bara necesser d’hon Ine ha d’hon C’horf.
G. Pehini eo ar bara necesser d’an Ine ?
R. Comso Doue, graço Doue, hac ar gommunion.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar bempet goulen, pardonet dimp hon offanso, evel ma pardonomp d’ar re o deus hon offancet ?
R. Goulen a reomp bezàn pardonet gant Doue, evel ma pardonomp d’hon ennemiet.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar c’huec’hvet goulen, na bermettet quet e coëssemp en tentation ?
R. Goulen a reomp bezàn preservet dious an tentation, pe ar c’hraç d’e zrec’hi.
G. Нac èn so pec’het cavet tentation ?
R. Salocroas, mæs pec’het eo consаnti d’an tentation.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar seizvet goulen, mæs hon delivret a bep drouc ?
R. Goulen a reomp bezàn preservet dious ar pec’het, ha dious quement droug a ouffe da ober dimp er bed-màn, hac er bed-all.
G. Perac ne obtenomp-nîn quet aliès ar pes a c’houlennomp ?