Pajenn:Charran - Yannig ar c'hemener, 1907.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MARVAILH NEVE
————
YANNIG AR C’HEMENER
————

Evit dizrei eun tam spered lennerien Kroaz ar Vretoned diouz an treo trist a bouez hirie war hon bro Breiz gwall-gaset en amzer a rên, me ya da gontan d’ê eur marvailh kaër disket gwechall ganin.

Gwechall goz e veve en Breiz eur c’hemener yaouank, e hano Yan. Ne vije gret hano ebet anezan nemet Yannig ar c’hemener. Eun den kaër e oa ; eun den dorniet mad e oa ive. Ne vije ken kaoz dre ar vro tro-dro gant ar merc’hed yaouank, nemet eus Yannig ar C’hemener, hag eus e di bihan kempennet-kaër. An holl verc’hed yaouank a oa en c’hoant da gaout anean da bried, ’met hen a oa e spered hag e zonjou war unan, ha ne felle ket d’ean kaout re-all.

Damdost d’e di e veve eur gemenerez ive, o chom gant he mam, he hano Jannedig, karet meurbet dre ar vro dre e skouer vad, rak meurbet e oa skouerius he bue. Noz ha de e laboure hep ehan evit gounit ar bara pemdeziek d’he mam ha d’ezi. En eur gas en dro he noade (he nadoz) hag he neuden, e kane dalc’hmad soniou ha gwerziou en enor d’ar vro ha da zent koz Breiz. Eun dudi e oa bean o vevan en kompagnunez eur plac’h ken fur, ha spered Yannig a vije dalc’hmad o sonjal en se, rak, ma oa hen eun den dorniet mad, hag eun den kaër a gorf hag a spered, Jannedig a oa ive eur vaouez a doujanz Doue.

Eun devez Yannig a lakeas en e ben dimezi, hag e sonjas mont entrezek ti Jannedig evit goulen hec’h asant diganti. Jannedig a chomas mantret o klevet ar goulen-se, rak ne oa tam eus renk Yannig, daoust ma oa kemenerez hec’h unan. Yannig a oa pinvik, rak e zoare mad hag e vrud vad o devoa lakaet anean da gaout kals a dle labour hag evelse e c’honee kals a arc’hant.

Jannedig, er c’hontrol, a oa paour, ha peurvuian an hini ve paour a ve red d’ean chom paour dalc’hmad, rak ive ouz ar baourante e ve droug dalc’hmad, hag eur wech aet paourante war varc’h e ve diez bras he disken ; na c’houlen ken disken en traou, Setu ar pez a arru gant ar bevien gez, ne vent morse sikouret a-walc’h. Ze ’ve penn-kaoz d’ê e renkont chom en o stad. Ma, Yannig na zellas ket ouz se. C’hoant an nevoa d’he c’haout da bried ; bean e divije anei sur mad. Evit dinec’han anei, e roas d’ei da ober eur boned bihan evel e ve laket d’ar vugale da vont da vadei. Hennez a oa brodet ha advrodet ha kempennet kaër meurbed, ken e vije lavaret ne vije ket gret war an douar. Yannig a lavaras d’ei :

« Jannedig, emean, c’hoant am me d’az kaout da bried hag e kredan e vi kontant eus ma goulen, ’met ’vit se e ri d’in a-ben dizadorn (hirie ez omp ar lun), eur boned bihan evel hennez. Neuze e vefomp dimeet. »

Jannedig na lavaras gir ebet, mes na sonjas ket neubeutoc’h. Dioustu e krogas gant ar labour, hag e reas ive eur boned, mes daoust m’en devoa an henveledigez ouz hini Yannig, ne oa ket da dostât. Kaër he devoa brodi anean na dostae tam da hini Yannig hag e oa o vont da lezel anean a goste hep sellet outan ken, pan arruas eun Otro bras en ti.

— « De mad, emean, plac’h yaouank ; mont mad a ra ar bed ganac’h ? Gwal-nec’het ho kavan, petra a ra d’ac’h bean ken trist ? Kontet d’in, mar plich, ho tristidigez. »

Jannedig o welet madelez an Otro-ze hag e stum mad (daoust ma oa an diaoul) a gontas d’ean he doare er c’hiz man : Otro, emei, me am eus roet ma gir da demei da Yannig, ar c’hemener, a garan kals, hag evit se en neus roet d’in eur boned da ober evel hennez, hag am eus labouret hep ehan enpad ar zun, arru eo an de diwean ; ha ma boned neket c’hoas pare ; na vo ket zoken, rak na labourin ken warnean.

— « Diskouezet anean d’in, Janned. »

Jannedig a diskouezas ar boned.

— « Hola, emean, ma neket nemet unan evelse, me reio unan d’ac’h hep dale. — Sellet, emean, ouz heman » hag eus e c’hodel e tennas unan hag a oa hanval-tre ous egile, evel pa vije hen e vije.

(Da heuilh)

L. Charran.