Pajenn:Charran - Yannig ar c'hemener, 1907.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Bevan a rejont en peuc’h enpad pell amzer ; bet o devoe kals a vugale. Bevan a rejont koz koz hag o devoe an eurvad da velet o ligne o ’n em asten dre ar vro, ha zoken bean ’zo dioute c’hoaz etouez kemenerien er vro-man, herve am eus klevet. ’Met na vo ket red d’ac’h laret ez eo ar gemenerien a zo c’hoas er vro-man eus ar memes gouen gante ive. Me ’meus klevet ma unan, ha me ive lavar d’ac’h evel am eus klevet.

(Divez).

L. Charran.