Pajenn:Clech Intaon al lochenn.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —



Ar pes he devoa lavarèt
Eb koll amser a voë grèt.
Roët he voë dezan da leïna
Souben trempet, kik ha bara,
Ragout, rost, diservich fin,
Ha da efa chist ha guin.

Eur c’haz bris a voa er sal
Tro-var-dro ho tressëal,
Hak a essëas gant he droad
Chacha un tam divar he blad.
Ar paut pa voa hen humor fall,
Na voa ket en goût da farsal,
Ha gant al loa ma voa ho tibri
He skoas un taul var e fri.
Ar c’has prim a ïès a drên
Rak an taulik a vouë krên,
Ha ma n’hên dije kiset buan
Hen dije daou couls hac unan.
En keït a mac’h ijè he benn,
Ar paut a gomsas evelenn :
Hit duse, emezan autrou kaz
Da leïna eus an daul vras ;
C’hui martese a vezo prop
En tal va zad hak an eskop,
Deoc’h-hu, nebaon, he veo grèt plass,
Rak c’hui so baro var ho fass.

Evel ma komse var bouës he benn
He voe klevèt ar brezeghenn.
Ar c’hoars a savas eus an daul,
An oll a gave he voa draul ;
Beleïenn ha tud a justis,
Tout he kavent he voa iskhis
Hen divije kenn abret
Ar mabik kement a speret.

A c’houde an tad hak ar vam
Na haljont pelloc’h debri tam,
Kement ho devoa a blijadur
Ho klevat meuli ho c’hrouadur.
Ar vam a grogas en he faut,
A roas kant pok var he chaut,
Ha mar boa arauk he c’holladenn,
Goude he voë he idol krenn.