Pajenn:Collocou familier, 1779.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3





COLLOCOU


FAMILIER


ETRE UN DEN CURIUS hac un Den expert var an abuſou commun da bep Stadou a veler a rer etouez a pep ſeurt tud e Breiz-Iſell, hac e lec’h-all.


Dediet d’ar Vretonet gant ur mignon dezo, hep intantion da choqui den e particulier.


Voar un ton nevez, en em repeti ato an eil vers.



BOnjour den coz ha venerabl,
C’hui a glevan a ſo capabl
D’am inſtrui ha d’am c’helen
Voar ar pez ameus da c’houlen :
Eur Commis oun, hac emeus urs
Da verqua tout quement diſurs,
Quement abus ha goal guſtum
En deus an dut a rum da rum.