Pajenn:Congres celtique international.djvu/454

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SON MARI-ANNA,


Gant Iann KARER, labourer douar.


————


Euz a foar Vark d’ar ger o tont,
Enn eur erruet war ar pont,
Digouet gan-en eur plac’hik koant,
Hag hi ken laouen ha ken drant !

Ha war gein bep a inkane
A oa ar plac’h iaouank ha me ;
O tont hon daou gand ann hent braz
Kalzik a du a dremenaz.
 
Hi daoulagadik a verve,
Ha ma re-men a ree ive ;
Ha me lavare em c’halon :
« Setu ama zo daou vignon ! »

— Plac’hik iaouank, d’en leveret,
Petra nevez hoc’h euz prenet ?
Ma hoc’h euz per pe avalaou,
Rest d’imen eur c’houlpat pe zaou.

— N’em euz nag avalou na per,
Netra da rei d’hoc’h, servijer,
Netra met ma c'halonik paour
A garfec’h kaout gant hoc’h aour.