Pajenn:Congres celtique international.djvu/484

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BARZED ARVOR,


Gand Eostik Koad ann Noz (J.-M. AR IANN).


————
D’ANN AOTROU CHARLEZ A VRO C’HALL,
BARZ BREIZAD, E PARIS.


————

Ar Gonidek, sav da benn
Ha bez hirio laouen !!…


Sutal a ra ann avel skiltruz er gwez huel ;
Krosmola a ra ar mor enn dro da Vreiz-Izel ;
Hag al logodennik dall, gand diouaskel groc'hen,
A nij kre ha kamm-digamm araog pao ar gaouen.

Ann deliou, war ar geod glaz, a mil strobinellet
Evel eur bagad teuziou a bep tu dastumet ;
Hag ar bleizi, o iudal, a daol gand ann ekleo
Eunn dourni hag a rafe d'ann holl sevel ho bleo !

Ar sterik, enn eur glemma enn he gwele meinek,
A ia da gas ha dour sklear d'ar mor braz islounkek ;
Ann devalijen a drid war gem ar c'herrek sounn.
Ar iourc'h, e touez ar strouez, en em guz gant spouroun.

Ha peger kaer eo ann deiz, pegen teval ann noz !
Ma Doue, c'houi ra traou kaer, ha gan e-hoc'h ma bennoz
Gand daoulagad mad ounn dall ; hogen setu al loar
tont da sklearijenna bugale ann douar !

Salud d'it, loar arc'hantek, rouanez vraz ann noz,
Sav da benn war Menez-Bre, sav a-uz koat ann noz ;