92
ÉPILOG A ZANTEZ TRYPHINA.
» O klewet kana ar Gwerziou
» Kanet iwe ’n ho meneziou,
» Ho kalonou, breudeur, laret,
» N’ho dêuz ket buhanoc’h lammet ? —
» Laket ho tom en hon hini,
» Ha touet brema ganeomp-ni
» Da veza bepred unanet,
» ’Vel da vreudeur ez eo dleet ;
» Da harpa beteg ar maro,
»Hag en pep-lec’h, iez koz hon bro,
»Ha lavaromp holl en ur vouez,
» Gant fizians ha gant karantez :
» Iez ar C’helted, o iez karet,
» Iez ar Barzed koz a wez-all,
» Mar euz bastarded, trubarded
» Hag as tiles ewit iez Gall ;
» N’euz ket a forz, rag mastaret
» Ve da gozni gant ho fe-fall ; —
» Les-int da ober, da laret,
» Ho c’halon ’zo louz ha tefall !
» Ann holl Vreizaded a gef mad,
» Kaled ho fenn ha tomm ho goad,
» Da harpo beteg ar maro :
» Rag te, iez ker hon zadou-koz,
» A gomzont c’hoas er Baradoz,
» Te eo ar frankiz hag ar Vro ! »
|
- Plouaret — Guengolo — 1867.